Diwan gwitalmeze

Education et formation

Ecole Diwan Ploudalmezeau / Skol Diwan Gwitalmeze

qui sommes-nous ?

En images

Notre mission

L’école Diwan de Ploudalmézeau est née il y a plus de 40 ans de la volonté de parents qui avaient compris qu’il ne fallait compter que sur eux-mêmes pour réaliser ce qui apparaissait alors comme une utopie : créer une école, ouverte sur le monde, accessible à tous, et qui permettrait aux enfants d’apprendre le breton.

Maintenant, il faut continuer à faire ce que nous avons toujours fait : assurer notre autonomie financière. Les écoles Diwan se sont organisées en réseau sur tout le territoire. Ce réseau a pour mission d’accompagner, de suivre chaque école dans ses besoins spécifiques, et d’être un soutien pour créer de nouvelles écoles Diwan.
Il est composé de bénévoles mais aussi bien sûr de personnels enseignants, non-enseignants et administratifs.

Pourquoi faire un don à l’école Diwan de Ploudalmézeau ?


Avec ses trois classes et un effectif constant de 50 à 60 élèves, l’école Diwan de Ploudalmézeau respecte son engagement en versant au Réseau Diwan 10% par an de son budget. Ce budget est difficile à équilibrer : nous subissons une érosion régulière des personnes qui effectuent des virements permanents à l’école (départs, enfants scolarisés dans d’autres établissements…).


Vos virements automatiques pour notre école nous permettraient donc :
? D’assurer sereinement les remontées nécessaires au réseau, en toute solidarité
? D’alléger nos charges : financement de personnels non-enseignants (AESH, ATSEM, Ménage) ; versement d’un loyer et bien sûr financement de projets et activités pédagogiques, de matériel, de livres scolaires…


Nous comptons sur vous : il n’y a pas de petit don, chaque somme compte !


Tout versement ponctuel ou mensuel, aussi modeste soit-il, contribue à soutenir l’école de nos enfants et à préserver l’environnement de qualité dans lequel ils évoluent.

Exemple : Si vous souhaitez verser 30€ par mois à Skol Diwan Gwitalmeze, cela ne vous coûtera que 10€. En effet,


ECOLE DIWAN DE PLOUDALMEZEAU
Rue de Cullompton
29830 PLOUDALMEZEAU
Tél/Fax : 02.98.48.18.30.
Mail : skol.gwitalmeze@diwan.bzh



/////


Ouzhpenn 40 bloaz eo ganet Skol Diwan Gwitalmeze a-drugarez d’un dornadig bretoned a ouie dija, d’ar poent-se, ne c’hellent kontañ nemet warno o-unan evit kas da benn ar pezh a oa gwelet e-giz follentez : ur skol, digor war ar bed, a rofe an tu d’ar vugale da zeskiñ yezh o bro, ar brezhoneg.


Evit dont a-benn eo bet dibabet ober dre ar soubidigezh. Degemeret eo gant ar yezhounourien  vrasañ a gav enni perzhioù dibar ha gounidoù bras, evit gwellañ mad ar vugale. Gant labour ha poan eo deuet a-benn ar gerent hag o mignoned da zerc’hel bev ur rouedad skolioù e Breizh a-bezh. Hiziv an deiz a c’hell hor bugale ober gant ar brezhoneg en o holl studioù, eus ar skol-vamm d’ar vachelouriezh.
 
 Bremañ eo dav deomp ober ar pezh hon eus graet dizehan : klask bezañ emren a-fed arc’hant, muioc’h c’hoazh eget kent.

 

Dre ur rouedad e Breizh a-bezh emañ aozet ar skolioù Diwan.

E-karg emañ ar Rouedad da heuliañ, kuzuliañ pep skol en he ezhommoù, ha sikour da sevel skolioù Diwan nevez. Tud a-youl-vat a ra war-dro, met ivez implijidi o kelenn, nann-gelennerien ha melestradurel.

 

Perak sikour skol Diwan Gwitalmeze ?

 

Gant he zri c’hlasad hag un niver a 50-60 skoliad e tro mat Skol Diwan Gwitalmeze, o tegas bep bloaz 10% deus he budjed d’ar Rouedad.

Diaes eo deomp derc’hel ar budjed-se kempouezh : abaoe un nebeud bloavezhioù ez eo un tamm diaesoc’h dre ma ‘z a war zigresk an treuzvankadennoù (tud o vont kuit, bugale skoliataet e skolioù all,…)

 

Gant sikour ho treuzvankadennoù e c’hellfe ar skol :

?      Bezañ asur ha seder da reiñ an arc’hant dleet d’ar Rouedad a vloaz da vloaz,  a skoaz gant ar skolioù all.

?      Da zigreskiñ hor c’hargoù : goprañ implijidi an AEP (AESH, ATSEM, plac’h ar c’hempenn) ; feurm ar savadur, hag an holl raktresoù hag obererezhioù pedagodel, binvioù, levrioù skol…

 

Kontañ a reomp warnoc’h, ha pa vefe dister ho road, pep sammad a gont !

 

Ur skoazell war brim pe reoliek, dister zoken, a sikouro skol hor bugale. A-bouez eo deomp, derc’hel evit mad ar skolidi, d’un deskadurezh eus ar c’hentañ.

Skouer : Ma fell deoc’h profañ 30€ bep miz da Skol Diwan Gwitalmeze, ne gousto deoc’h nemet 10 € e gwirionez ; rak an treuzvankadennoù a c’heller diskontañ eus an tailhoù betek 66% eus o zalvoudegezh. Un testenni a vo kaset deoc’h.


 


SKOL DIWAN GWITALMEZE

Straed Cullompton

29830 GWITALMEZE

 

Plg/Plr : 02.98.48.18.30.

Mail : skol.gwitalmeze@diwan.bzh

 

 

Siège social

3 Rue de Cullompton 29830 Ploudalmézeau

Rejoindre nos communautés

vous avez une question ?

Soyez le premier à lancer la conversation !

Notre communauté

Rejoindre la communauté

Découvrez d'autres associations sur HelloAsso

Association ECOLE ADE
ECOLE ADE
Association Le Valdocco
Le Valdocco
Association Association A.S.I.E.
Association A.S.I.E.
Association Entraide Scolaire Amicale (E.S.A.)
Entraide Scolaire Amicale (E.S.A.)